« Randorade » e Plougastell & skolidi eus bro C’halisia degemeret e Sant Riwall

Evel bep bloaz e vez kinniget hentoù bale gant ar « Randorade » evit dastum arc’hant hag a servijo da skolioù Diwan Brest. Mathieu Herry, sekretour ar gevredigezh, a ginnigo an abadennoù ‘vo dalc’het e Plougastell d’an 28 a viz Mae.

E penn-kentañ miz Mae e oa bet degemeret ur strollad skolidi eus bro C’halisia e Ekomirdi Menez Are. Olier Robin, skolaer e skol divyezhek Sant Riwall, en doa bodet e glasad gant ar c’halisianed. Un digarez evit lakaat ar gaoz war amzer da zont hentenn divyezhek skolaj Sizun gantañ ivez. Da glozañ e vo klevet Brendan Petit, hanterour e Ekomirdi Menez Are, war an abadennoù kinniget e Ti ar C’horneg.

Un abadenn kinniget gant Maëlys Poublanc