Les chemins de la Randorade 2026

Le Faou • Randonnées nature & patrimoine

🟡 Les secrets du Faou / Sekredoù ar Faou
4 km • D+ 30 m

Le parcours familial emprunte les ruelles du Faou et permet de découvrir, en famille les secrets de ses vieilles maisons et de son port grâce à un jeu de questions et d’énigmes préparé par nos bénévoles.

Gant an hentad familh ez eer dre straedigoù ar Faou. A-drugarez d’ar c’hoari goulennoù ha luziadennoù ijinet gant hor skipailh tud a-youl-vat, e c’heller dizoloiñ sekredoù ar porzh hag an tiez kozh.

🟢 Bocage et panoramas / Kleuzioù ha gweledva
8 km • D+ 127 m

Quittant le quai Quelen, au port du Faou, les chemins vous mènent vers les sentiers de campagne entre le Faou et Hanvec. En prenant de la hauteur, de beaux panoramas s’offrent aux marcheurs et aux marcheuses avant de retrouver le village, face à l’Eglise Saint-Sauveur.

O kuitaat ar c’hae Kelenn, e porzh ar Faou, e vezit kaset gant an hentoù war-zu an hentoù don er maezioù etre ar Faou hag an Hañveg. War an uhel e kaver gwelioù kaer a-raok adkavout kêriadenn ar Randorade, e-tal da Iliz ar Salver Santel.

🔵 Vers Rumengol / Etrezek Rumengol
15 km • D+ 247 m

De garenne en chemin creux, les chemins vous mènent de plus en plus loin dans les terres. Les randonneurs passent ensuite par le bourg de Rumengol et son sanctuaire, lieu de pèlerinage important en Bretagne, avant de regagner le quai Quelen.

Etre gwaremm ha gwenojenn ez eer pelloc’h en douaroù. Ar valeerien a dremen goude dre vourc’h Rumengol, ul lec’h pirc’hirinañ pouezus e Breizh, a-raok adkavout ar c’hae e porzh ar Faou.

🟠 Aux portes du Cranou / Dorioù ar C’hranou
22 km • D+ 333 m

Menés à travers le bocage préservé du Faou et d’Hanvec, les marcheurs découvrent la forêt du Cranou, vaste massif forestier réputé pour la richesse de ses essences et ses chênes centenaires. Le retour par le charmant village de Rumengol marque les retrouvailles avec la rade de Brest.

Ar gerzherien, kaset a-dreuz garzhaoueg gwarezet ar Faou hag an Hanveg, a zizolo koad ar C’hrannoù, ur c’hoad bras-divent brudet evit pinvidigezh e spesadoù hag e wez-derv kantvloaziek. An distro vo graet dre gêriadenn gaer Rumengol a-raok adkavout morlenn Brest.

🔴 Du fond de la rade au fond des bois / Etre lennvor ha koad don
29 km • D+ 484 m

En plus de découvrir les panoramas depuis les hauteurs autour d’Hanvec et du Faou, le circuit propose un long passage dans l’ancienne forêt domaniale du Cranou à la découverte de quelques lieux habituellement cachés au cœur des arbres d’essences très variées : maison forestière, chapelle…

Ouzhpenn ober anaoudegezh gant ar gwelioù-meur adalek an uhelennoù tro-dro da Hanveg ha d’ar Faou e kinnig an droiad un hir a dremen e koad-domani kozh ar C’hrannoù evit ober anaoudegezh gant lec’hioù kuzhet e kreiz ar gwez : ti ar c’hoadoù, chapel…

⚫ Le grand tour / An dro vras
35 km • D+ 598 m

Depuis les rives de la rade, le circuit noir permet d’explorer de long en large le territoire entre Le Faou, Hanvec et Quimerc’h, et traverser des lieux très divers : crêtes, Roche Noire, Rumengol…

Adalek ribloù ar vorlenn e c’heller, gant an droiad du, ergerzhout a-hed hag a-led an tiriad etre ar Faou, an Hañveg ha Kimerc’h ha kavout lec’hioù dedennus a-hed an hent : kribennoù, ar Roc’h Zu, Rumengol…